Ar varrenn grouget, pe trapez, zo ur varrenn staget a-skourr, ouzh un doare chalfod hag unan eus ar paramantoù jimnastik ha troioù ouesk.
Er sirk e vez lakaet div varrenn grouget da vrañsigellat ha tud warne, tud all a-ispilh, ha darn o lammat eus an eil barrenn d'eben.